Ana səhifə

11 a viz Genver


Yüklə 66 Kb.
tarix26.06.2016
ölçüsü66 Kb.
http://bremaik.free.fr

11 a viz Genver

Sizhun 2 2010

bremaik@free.fr

© Bremaik 2010
Evit resev kemenn Bremaik bep Lun, kasit ho chomlec'h da : bremaik@free.fr

Referendom e Gwiana c'hall ha Martinik

Dec'h e oa bet kinniget da annezidi lodenn c'hall Gwiana hag enezenn ar Martinik votiñ evit kreskiñ emrenerezh o ziriadoù pe chom gant ar statud zo ganto c'hoazh, d.l.e departamantoù (ha rannvroioù) tramor. N'eo ket bet uhel-tre an niver a dud o vont da vouezhiañ en div vro: e-tro 48% eus an dud enskrivet e Gwiana hag e-tro 55,3% e Martinik. Aet eo ar brasañniver en un doare sklaer ha fraezh gant an "nann", gant 69,8% eus ar mouezhioù e Gwiana, ha gant 78,9% e Martinik. Aozet e oa bet ar votadegoù-se da heul an enkadenn armerzhel, sokial ha politikel c'hoarvezet bloaz zo, hag he doa lakaet Martinikiz, Gwianiz ha pobloù all tiriadoù tramor ar Stad c'hall da stourm evit goulenn groñs e vefe reizhet an traoù du-se. Divizet e oa bet neuze gant ar gouarnamant gall aozañ "kendivizoù meur". Disoc'h ar mouezhiadegoù-mañ zo bet degemeret mat gant ar gouarnamant gall a wel aze c'hoant tud Gwiana ha Martinik da virout liammoù start gant Pariz. Galvet o doa koulskoude kalz a zilennidi hag a strolladoù enno da votiñ "ya". A-benn ar 24 a viz Genver e vo pedet Martinikiz ha Gwianiz da votiñ adarre, evit ma rofent o ali war ar c'hinnig kendeuziñ ar c'huzulioù departamant ha rannvro.




Endro
Tabut en-dro diwar-benn ar produoù OGK

Soñj hon eus e oa bet nac'het an aotreoù da sevel maiz MON 810, eus ti v/Monsanto, e 2008. Dre ma n'eo ket peurbadus an diviz, emaomp o c'hortoz ma vefe diskleriet daoust hag-eñ eo noazus pe get maiz Monsanto evit ar yec'hed. Kuzul Meur Teknologiezhioù ar Vuhez (HCB) an hini eo a zo e karg da reiñ e ali.

D'ar 6 a viz Genver eo bet embannet ar rentañ-kont, e-lec'h ma skriv an HCB n'eus kavet road ebet a c'hellfe prouiñ eo fall ar MON 810 evit ar gwad pe al lounezh. Hervez France Nature Environnement, ne glot ket ar rentañ-kont-mañ gant skridoù enklaskerien an HCB. Gant ar re-se ez eus bet lâret dreist-holl n’eus ket a-walc'h a ditouroù diwar-benn an MON 810, nag evit prouiñ eo fall, nag evit prouiñ n'eo ket. Evit c'hoazh n'eo ket gouest Monsanto da reiñ an asurañs n'eo ket fall e broduoù evit ar yec'hed.

Unan eus lodennoù dipitus an tabut-mañ eo e vez kaoz eus ar yec'hed, a ra aon d'ar bobl, met ne vez ket kaoz alies eus kudennoù diazez ar produoù OGK, evel ar fed ma lakont ur berc’henniezh war ar boudoù bev, hag ar fed ma c'hellont en em ledañ e pep lec'h, ha dre se, lakaat Monsanto da vezañ perc'henn war ar plant a zo er park e-lec'h emaint en em gavet dre zegouezh.



M.M.


Arzoù
Strollad ar Vro Bagan: "Divroañ"

Oberenn nevez Strollad ar Vro Bagan a denn d'an divroañ, gwelet eus Breizh. Kenderc'hel a ra ar strollad gant troiad ar pezh-c'hoari nevez dre ar vro. En 19vet kantved betek kreiz an 20vet e kuita leun a Vretoned o bro: n'eus ket labour a-walc'h. Mengleuzioù Trelaze (Añjev), Pariz, an Dordogn, Kebek, kornôg Kanada, New-York, Arc'hantina... N'o deus ket kavet bep tro an eürusted e oant o klask siwazh. Goude an eil brezel bed, e tistro lod en o bro, da vare o leve... Mare ar brezel en deus gwelet ivez Spagnoled pe Italianed o tegouezhout e Breizh. E fin an 20vet hag e penn-kentañ an 21vet kantved e weler ivez labourerien eus Mali, Afrikaned hag Aziiz o klask gounit o zamm bara, e Breizh, en Europa, kevandir ar re binvidik. Familhoù Tchetchened, Euskariz, a weler ivez o tegouezhout evit klask repu.


Ar Gelveneg: Sul 17 a viz Genver da 4e30 g.k. er sal CLC

Plouvien: Sul 31 a viz Genver da 3e g.k. e sal ar gumun

Plougastell: Sul 7 a viz C'hwevrer da 3e g.k. e sal ar c'hendalc'hioù

...ha deiziadoù all e Breizh e-kerzh miz C'hwevrer ha miz Meurzh

Evit gouzout hiroc'h : http://pagesperso-orange.fr/avb/


Sportoù

Kib Frañs: Plabenneg trec'h war Niça


E Kervegen e c'hoarie, dec'h, skipailh mell-droad Plabenneg (Rummad "broadel" d.l.e. evel ur "rummad 3") ouzh hini Niça (R1) evit 32vedennoù Gourfenn Kib Frañs. 3000 den a oa deuet da welet ar c'hrogad daou war tachenn Kervegen, daoust d'an amzer yen-ki. Boulc'het mat e oa bet ar jeu evit paotred Niça koulskoude. D'an 13vet munutenn e oa bet tapet o foent kentañ (ha nemetañ a-benn ar fin...) ganto, a-drugarez da Rémy ha Sablé. Kalonek ha mennet eo chomet Plabennegiz daoust da bep tra: d'ar 45vet munutenn eo deuet a-benn Abiven da lakaat pal Plabenneg, gant sikour David, a lake ar Vretoned par da Niçiz. Dre faot David hag Abiven adarre, e oa bet strafuilhet Cid, en deus adkaset ar vell war-du pal e skipailh. Ar gward Ospina ne oa ket o c'hortoz seurt jestr ha setu tapet ur poent ouzhpenn gant skipailh Plabenneg (d'ar 45vet munutenn +2). En eil prantad e oa tamolodet c'hoarierien Niça war o lodenn eus an dachenn, reutaet dirak argad Plabennegiz. Ar re-mañ o deus profitet mat gant taolioù-kaer Créhin hag Abiven (d'an 71vet munutenn). Klasket en deus tuad Niça adtapout an taol d'an 90vet munutenn, gant Coulibaly, en aner.


Sinema
Coco Chanel & Igor Stravinsky

Frañs – 2009

Seveniñ : Jan Kounen

O wiskañ dilhad kañv emañ Coco Chanel (Anna Mouglalis) e 1920, o paouez koll he c’haredig, Boy Capel. Kinniget eo dezhi Igor Stravinsky (Mads Mikkelsen) da neuze. Skarzhet eo bet ar sonaozour eus e vro gant Dispac’h Rusia ha deuet eo da vevañ en dienez e Pariz. E barr he berzh emañ Mademoiselle d’ar c’houlz-se ha kinnig a ra da Igor kavout bod en he villa e Garches.
Goude un azasadenn deuet mat a-walc’h diwar Beigbeder (99 francs, 2007) e stag Jan Kounen gant un istor karantez divoutin dre bersonelezh ramzel daou grouer meur eus deroù an 20vet kantved. Pegen birvidik e tlee bezañ froud ar garantez etre tud a seurt-se a soñjer e gwirionez. Feiz, ne zeu ket splann an dra-se en oberenn Kounen: muioc’h a builhentez, a gizidigezh hag a friantiz a c’hortozer digant darempred ur vaouez he deus dieubet korf ar merc’hed hag ur gour en deus digoret tachennoù nevez d’ar sonerezh. Re fur ha klasel e chom doare seveniñ Jan Kounen an taol-mañ.
Meriadeg Vallerie


Sonerezh ha levrioù
13vet Festival Panoramas e Montroulez

Etre ar 1añ hag ar 4 a viz Ebrel 2010

Goude bezañ degemeret 8000 arvester er bloaz tremenet e fell da aozerien Panoramas tizhout 10 000 anezho er bloaz-mañ. Chañsoù zo e teufent a-benn, pa weler ar programm a zo bet kinniget n'eus ket pell zo. Sonerezh rock, elektro ha hip hop eo ar pezh a vo dreist-holl.

D'ar 1añ a viz Ebrel e krogo an traoù gant ur pezh-c'hoari (L'empereur de Chine) e c'hoariva Montroulez.

Emgav e park an diskouezadegoù kerkent hag an deiz war-lerc'h evit selaou sonerezh hip hop gant Wax Tailor, elektro-pop gant Flairs, rock gant Ghinzu ha The Wankin Noodles hag elektro gant Beat Torrent.

Er memes sal e vo aozet nozvezh vras ar Sadorn, ma sono B Real (unan eus izili ar strollad rap Cypress Hill), sonerezh elektro gant Italianed The Bloody Beetroots ha gant Yksek hag ivez Renaissance Man, Naonediz Pony Pony Run Run ha re Sexy Sushi, Fortune, Brodinski ha DJ Pone (eus Birdy Nam Nam).

Echuiñ a raio an traoù d'ar Sul 4 e klub Coatelan gant Zak Laughed, Tender Forever, Mikix the Cat, Elephanz ha Stereoheroes.

Tikidi etre 11 hag 50 euro (pass tri devezh).

R.M.

Muioc'h a bPanoramas :

http://www.festivalpanoramas.com/

http://www.myspace.com/festivalpanoramas

http://www.facebook.com/profile.php?id=1089601382


Pemdez
Divskouarn: kaout un tañva eus ar yezh gant ar re vihan

Evit an eil bloavezh e kinnigo Divskouarn abadennoù "kaout un tañva d'ar brezhoneg gant ar re vihan". Er bloaz-mañ ez eus strolladoù bodet ingal e Lesneven hag e Lannuon. Pal an abadennoù-se zo kaout plijadur e brezhoneg gant ar re vihanañ, pe e vezer brezhoneger e-unan pe ne vezer ket. En em vodañ a ra familhoù gant o c'hrouadurioù en ul lec'h bennak. Un abadenn c'hoari, kanañ ha lenn a vez kaset war-raok neuze gant animatourien, a zo anezho tud bugale, ha tud a vicher war tachenn ar re vihan ivez. Dont a ra an dud asambles gant o bugale n'int ket 5 bloaz anezho c'hoazh.

E magouri Lesneven an hini eo e c'hoarvez an traoù e Penn-ar-Bed evit poent, bep kentañ Sadorn ar miz, da 11e. Setu aze deiziadoù an tri miz da zont: d'ar 16 a viz Genver, 6 a viz C'hwevrer ha 6 a viz Meurzh. Evit abadennoù Lesneven e c'houlenner digant an dud emezelañ ouzh Divskouarn, 15€ ar bloavezh.

E Lannuon e vez dalc'het an traoù er Greizenn Sevenadurel, a genaoz an abadennoù gant Divskouarn. Etre 10e hag 11e ez a an traoù en-dro. Gwelloc'h eo lakaat e anv en a-raok. Setu amañ an deiziadoù da zont: 23 a viz Genver, 6 a viz C'hwevrer ha 13 a viz Meurzh. Evit abadennoù Lannuon e c'houlenner digant an dud emezelañ ouzh ar Greizenn Sevenadurel, 12€ ar bloavezh.


Evit gouzout hiroc'h :

Lesneven : 09 60 04 79 83 (Divskouarn)

Lannuon : 06 99 04 88 40 (Kreizenn Sevenadurel Lannuon)

http://divskouarn.free.fr


Deiziataer 2010, brezhoneg-tout!

Goude ur bloavezh ehan en deus adembannet Pol Brezhoneg Skol an Emsav un deiziataer hollvrezhonek adarre evit 2010.

Adkavet e vo ar stumm klasel a blije d’an dud. 17cm uhelder ha 9cm ledander, gant ar skrid a-led. Dindan ur golo plastik du ha gwenn e vo kavet an deiziataer, pevar liv penn-da-benn, hag en e gichen ur c’harnedig all hag a c’hallo bezañ miret a vloaz da vloaz, ennañ roll kumunioù Breizh.

Ur benveg talvoudus evit ober gant ar brezhoneg bemdez!


Kas ur chekenn 12€ da:

Skol an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon.

Evit gouzout hiroc'h: 02 99 38 75 83 pe sae.bzh@wanadoo.fr


Lennit Bremañ Genver 2010 !

Dezrevell Goldstone, votadeg Katalonia diwar-benn an dizalc'hiezh, sinet Karta Ya d'ar brezhoneg gant Produet e Breizh, ar film Avatar... Kaoz zo eus an holl draoù-se hag eus traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ miz Genver 2010.

An teuliad zo gouestlet er miz-mañ da Gendalc'h Kopenhagen. 193 Stad a oa bet bodet gant Aozadur ar Broadoù Unanet e Danmark e-kerzh miz Kerzu, evit kemer divizoù diwar-benn tommadur an hin. Un disoc'h dipitus zo bet evit kalz a dud dre ar bed. Cheñch an hin gant teknikoù nevez zo ur mennozh o tont war wel tamm-ha-tamm hag a zo kinniget en teuliad-mañ ivez.

Kendalc'het e vo er miz-mañ gant div bajennad ispisial, bet soñjet a-ratozh evit ar re zo o teskiñ brezhoneg: "Lennomp!". M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik, plijadur ho po o lenn Bremañ, sur !

Evit broudañ he lennerien da goumanantiñ e kinnig Bremañ un distaol dreistordinal betek ar 1añ a viz C'hwevrer 2010: 45€ evit ar c'houmanant-bloaz e-lec'h 50€! Ur follenn-goumanantiñ a c'heller kavout war lec'hienn www.breman.org. Ne chom nemet ur miz evit ober ho mad eus ar c’hinnig-se ! Hastit afo !

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.


Embannet gant Skol an Emsav (4,5€ an tamm)

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h : www.breman.org


Verilənlər bazası müəlliflik hüququ ilə müdafiə olunur ©atelim.com 2016
rəhbərliyinə müraciət