Ana səhifə

Dic’hastet eo bet inizi Martinik (dreist-holl) ha Gwadeloup digwener gant ar gorventenn Dean, d’he heul avelioù da ouzhpenn 200 km/e. Daou zen zo marvet e Martinik, ha c'hwec'h den zo bet gloazet


Yüklə 15.31 Kb.
tarix26.06.2016
ölçüsü15.31 Kb.
http://bremaik.free.fr

20 a viz Eost

Sizhun 33 2007

bremaik@free.fr
© Bremaik 2007
Ur mare start evit inizi Martinik ha Gwadeloup

Dic’hastet eo bet inizi Martinik (dreist-holl) ha Gwadeloup digwener gant ar gorventenn Dean, d’he heul avelioù da ouzhpenn 200 km/e. Daou zen zo marvet e Martinik, ha c'hwec'h den zo bet gloazet. Ar rouedadoù tredan ha pellgomz zo bet distrujet hag an hentoù a oa stoufet gant gwez hag a bep seurt traoù bet diskaret gant an avel.

Ar pep gwashañ evit an div enezenn zo bet e-keñver labour-douar. Ne chom tost mann ebet eus ar gwez-bananez, ha 70% eus ar c'horz-sukr zo bet diskaret. Sekretour Stad an Tiriadoù Tramor, Christian Estrosi, en deus rakjedet e vefe ezhomm etre 150 ha 200 milion a euroioù evit mirout oberiantiz ekonomikel Martinik. Evit ekonomourien an inizi, ne vo ket a-walc'h rak lodenn ar gounit bananez hepken a dalvezfe evit ouzhpenn 200 milion a euroioù. Ur mare start eo evit ekonomiezh an inizi-se, dre m'eo ar produiñ bananez ha sukr oberiantizoù armerzhel pouezus-kenañ. Hervez Unvaniezh ar Broduerien, e vo ret gortoz seizh miz a-raok adkavout ar feur a 300000 tonennad bananez produet er bloavezh. 20 vloaz zo ne oa ket c'hoarvezet un drast ken bras en Antilhez gant ur gorvetenn.

Dale gant ar greizenn nukleel EPR
Ar c'hentañ kreizenn nukleel 3 gennad EPR a oa sañset bezañ savet e Finland gant ar strollad AREVA. Sañset e oa bezañ echuet a-benn 2009, met ne vo ket prest a-raok 2011 d'an abretañ. Hegaset-bras eo an embregerezh produiñ-energiezh finat TVO gant kement-mañ.
Meur a abeg a zo d'an dale-mañ : da gentañ e oa bet goulennet sevel ar greizenn e 4 bloaz hanter, pa vez savet ar re all e 6 vloaz normalamant. Da eil ez eus bet ur bern paperachoù da ginnig d'ar velestradurezh finat (ouzhpenn 100 000 teuliad) evit asuriñ e toufje ar greizenn ouzh ar redioù surentez hag all. Da drede eo bet diaes lakaat kement a dud da genlabourat asambles war ar memes chanter: betek 2000 a zo o labourat eno, ha div wech ouzhpenn a vo a-benn 2008 ha 2009.
Hervez ar re a zo a-enep da AREVA, n'eo ket ur souezh ma vez kement a zale. Laosk e vefe bet an embregerezh war dachenn ar surentez, ha dre ma veze gwiriet an dachenn-mañ war he lec'h ez eus bet kavet kudennoù, a oa ret reizhañ. N'eo ket gwall sirius, pa ouzer peseurt riskloù a zo gant an energiezh nukleel. 500 milion a euroioù a zo bet roet gant AREVA da TVO evit distaolañ anezhi ouzh an dale evit ar poent (3 miliard e koust ar greizenn). Koulz lavaret n'eo bet spletus ar chanter nag evit un tu nag evit un all... ha n'eo ket echu !
M.M.

"Ya d’ar brezhoneg"  e Pempoull

D’ar Merc’her 25 a viz Gouere e oa bet sinet "Ya d’ar brezhoneg" gant Gouel  Kan ar vartoloded, da heul un 250 kevredigezh bennak all. "Un doare da vont pelloc’h gant an divyezhegezh" eme bPierre Morvan, prezidant gouel Pempoull en ur zegas da soñj ez eus bet strivet ganto war an dachenn abaoe 1997: al lec’hienn hag ar c’hemennadennoù e-pad ar gouel a vez penn-da-benn e brezhoneg, galleg ha saozneg. "Lec’hienn ar gouel-mañ zo ur skouer eus ar pep gwellañ e-keñver divyezhegezh" eme Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg. Goude Gouel an Erer Kozh, Gouel Etrekeltiek an Oriant pe c’hoazh Brest 2008 eta eo c’hoazh arzourien eus ar bed a-bezh a vo kinniget en hor yezh : Europa ar Reter daou vloaz zo, Afrika ar bloaz-mañ ha kaoz zo eus Kebek evit ar gouel da zont… !


Hoel Louarn

Evit gouzout hiroc’h war ar gouel : www.paimpol-2007.com

Rummad 1 Mell-droad: An Oriant, Nancy hag ar Mañs e penn

Pevare devezh bloavezh nevez ar rummad 1añ zo bet echuet dec'h da noz. Gellet o deus c'hoarierien Nancy adtapout an daou boent (2-2) a oa bet kemeret gant c'hoarierien Marsilha (n'o deus gounezet krogad ebet evit poent). Gant ar poentoù-se eo erruet tud Nancy e-kichen re ar Mañs hag an Oriant e kentañ plas ar rummad 1añ. Deuet e oa a-benn skipailh ar Mañs da zerc'hel a-enep da hini Lille disadorn (1-1). E keit-se e oa Pennoù-Merluz an Oriant o trec'hiñ war kampion Frañs, an Olympique Lyonnais! Un trec'h eus ar re frealzusañ (2-1) evit paotred an Oriant, goude Monaco hag ar Paris Saint-Germain. Gant Marama Vahirua, eus Tahiti, eo bet tapet daou boent an Oriant. Abaoe deroù ar bloaz-mañ en deus diskouezet ar c'hoarier e oa unan eus perzhioù efedus skipailh ar Pennoù-Merluz.



Ratatouille

Stadoù-Unanet – 2007

Senario ha seveniñ : Brad Bird

Film bevaat (adalek 6 vloaz)

Rémy a gav mat ar boued lipous. Un donezon evit ar c’heginañ en defe zoken, met start eo dezhañ kavout e blas etre e re a zo boas da zebriñ n’eus forzh petra ha bed ar c’heginerezh en deus kas ouzh e ouenn. Ur razh eo Rémy, aze emañ an drein. Ha setu eñ da gavout hent preti hollvrudet Gusteau e Pariz m’emañ o paouez en em gavout un direnker all, Linguini. Frouezh dic’hortoz a zegaso kenlabour an daou-se.
Peurliesañ ne vezer ket dipitet gant filmoù bevaat Pixar ha n’eo ket an taol-mañ e c’hoarvezo, sur. Un film a raio deoc’h c’hoarzhin laouen gant tudennoù deuet brav ha skeudennoù savet kaer (gwir sinema bevaat graet hep motion capture, skrivet eo e dibenn ar roll klozañ). M’ho peus afer mont da welet un abadenn evit ar familh a-bezh, gwell vo ganeoc’h dibab hemañ eget Transformers (a zo bugelel da vat gant ster gwashañ ar ger).

Meriadeg Vallerie
Kement ha gouzout hiroc’h: http://www.disney.fr/FilmsDisney/ratatouille/

Maïon ha Wenn : ur c’houblad top-struj!

N’o deus ket lakaet pell merc’hed Brest ha Kreiz-Breizh evit kinnig o abadenn diroll war leurennoù Breizh ha Frañs! Ha morse ne oa bet gwelet strollad-barn an Erer Yaouank o tivizout ken buan, kerkent holl a-du, p’eo aet ar maout ganto e miz Gouere e Karaez. Met piv int? Div blac’h yaouank 23 bloaz kouezhet e-barzh jeu ar sonerezh hag an arzoù pa oant bihan: Gwenola, merc’h da Georges Jouin, aet da anaon, zo bet ezel eus ar c’henstroll Beilges Marron associés a genlabour gant ar Fourneau e Brest, ha Marion Gwenn, brezhonegerez ar c’houblad zo deuet eus bed ar c’hoariva. 'Bloaz goude bezañ kejet asambles eo ganet an duo Maïon ha Wenn hag enrollet ur bladenn e Lanveog e-pad 4 nozvezh e penn-kentañ 2007: "Labourat a raemp etre 5e noz ha 5e mintin ‘n ur lonkañ pastez ha vodka!" emezo.

Etre fent ha barzhoniezh e huchont ar garantez gant sonennoù punk! Kizidigezh kuzhet mat a-dreñv un abadenn dic’hortoz a ro tro d’an arvesterien da c’hoarzhin kement ha da brederiañ! O c’hrouidigezh ziwezhañ: ur "Quizz ar garantez". Da skouer: "Pegoulz eo bet aotreet an diforc’hañ e Bro-Iwerzhon?"

Deoc’h da brederiañ pe da vont davet ar respont m’ho peus ar chañs da zizoleiñ "al loened" nevez-mañ!



H.L.

Evit gouzout hiroc’h : maionetwenn.net pe myspace.com


Aval ar baradoz gant tin

Danvez evit 6 den: 5 aval ar baradoz – chug 1 sitronenn – 60 g mel – 40 g sukr - 40 g amann – brienennoù tin


Dibluskit ar 6 aval ar baradoz. Troc’hit anezho a-led evit kaout trañchennoù a 5 mm, a-us d’ur volenn evit adtapout ar chug. Basit ar chug gant ar mel, ar sukr, ar chug sitroñs, 5 brienenn tin. Lakait da glouarañ war dan bihan. Raktommit ar forn (therm 7/8 – 230°). Amanennit ur blakenn bastezerezh. Aozit ar trañchennoù. Sasunit gant ar chug gant mel. Poazhit er forn 8-10 mm ha sasunit alies.
Aozit 5 tamm aval ar baradoz dre asied, kelc’hiet gant ar chug. Klinkit gant brienennoù tin, ha servijit diouzhtu.
Mari Lubrano


Verilənlər bazası müəlliflik hüququ ilə müdafiə olunur ©atelim.com 2016
rəhbərliyinə müraciət