Ana səhifə

Claude-Marie Le Laé


Yüklə 141 Kb.
səhifə7/8
tarix26.06.2016
ölçüsü141 Kb.
1   2   3   4   5   6   7   8

Mab-gast bourreo, mab-gast spazer !


MORIN da zoñjal diharpa218

Dre eur houinell219 voan a oa.

An dud a grie, a glevan,

Forz ! forz ! harzit ouh ar hi klañv !

Inutil ‘oa ; toud o file ;

(Rag MORIN, klevit, a oa kreñv).

P’edo dija pell diouh an hu220,

Gwelet dezañ a-dreuz ar ru

Eur foultrenn varh kement ha me,

Ker sonn e lost hag e voue.

Ola ho, bihan ! ola ho !

Hou, is ! A-dreñv ! Sa, tro en-dro !

Ro plas, ma hellin paseal !

Mez inutil ‘oa da VIKEAL :

M ar soñjje tremen lost ar marh,

Taoliou ru evel ar harzarh ;

Mar soñjje mond e-biou d’e benn,

Hen debrje toud kig ha krohenn.

Setu eno eur paotr nehet,

Rag ne ouie peleh tehed.

Rag, ententit, tud ar Provost221

Her poursuve, hag a oa tost.

Eh bien222, petra ho-pije-hu greet ?

Audentes fotuna juvat !


Mestr MIKEAL n’oe ket biken

Evid lammed war gein al loen,

Ha D’ar gêr ! gantañ, (mar gouie...)

D’ar haloup ! ken a ziboultre.

Lavarom c’hoaz p’on-eus amzer :

Biken ne vanko ar vatier223

Ar soultr224
Eun devez oh en em bourmen225,

Evel dre eur chañs diarhen,

Eur pez soult a flemm anezañ,

E santimant vad d’e lazañ.

Arsa ‘ta, eur wech koulskoude !

Petra ‘zoñjit war gement-se ?

Soñjal a rit, seu, ha n’eo ket ?

Penaoz MIKEAL ‘oe lazet...

Ya, pe reou ; n’eo ket erruas :

Ar soultr e-unan a grevas.

Ha goude toud domaj ‘vije :

Petar eh en em emelle ?

Netra, n’oa ket afer soultred

Heja o lostou ouh MORINED.

Biskoaz ne reas falloh devee

Abaoe m’edo e buhez.



MORIN o nivera
Mez an dra-mañ ne deo netra

D’ar pez en em gavas ganta’,

Bremañ ‘z eus eun nao pe zeg miz.

Daou Zijentil euz a Bariz,

O veza o paseal amañ,

Hag o kleved komz anezañ,

O-doe c’hoant, evel m’oa dleet,

Da gaoud an enor d’e weled.

Er bourk ‘ta en em aretjont,

En otaleri ez ejont,

O diou wreg ganto a gasjont,

Ar paotr MORIN a gemennjont,

Ouh kreiz an daol hen lakejont,

Prepari koan o ordrenjont,

Etre-daou en em barlantjont,

Ha meur a yehed a zavjont.

Pevar habon brochet,

Poazet, saoset, ha servichet.

An dudjentil a oa ive’.

Pevar just. Ha MORIN goude.

Ar feson d’ober ar partach,

Pevar habon da bemp moustach,

N’oa ket just : unan a vanke,

Peotramant ‘oa eun den a re.

An dudjentil-ze a oa fin,

Hag a zoñje paka MORIN.

Lavared a reont ‘ta deza’,

‘Balamour d’e oad ha pep tra,

Ober ar partach etrezo...

En o mañch e soñje dezo

MIKEAL ne vankje ket da rei

Peb a gabon da bep hini,

Ha chom heb nikun e-unan.

Mez gortozm, na deom ket re vuan :

On den-ni n’oa ket ker panenn,

Na gavas an dro d’eñ em denn...226

E garr eur habon e krogas ;

Ar saoz dioutañ a lipas ;

Goude e tro ouh daou anezo,

E soubl, hag e lavar dezo :

« Aotrou ‘r Markiz, ho kwreg ha c’hai,

Hag ar habon-mañ, setu tri. »

Goude e krog en eur habon all,

Hag e lavaras d’an daou all :

« Aotrou ‘r Markiz, ho kwreg ha c’hwi,



Hag ar habon-mañ, setu tri.

Ha c’hwi, daou, ar re227 ‘zo aze,

C’hwi ha me, ‘zo tri just ive’.

O vond a-driou evel-henn,

N’oufem ket fazia biken.

(Rag mard eo gwir, am-eus klevet,

Numero deus impare gaudet“ »

Hag e leverot din goude

N’oa ket dijentil an den-ze ?

(Kaoziou, kaoziou, bandenn ezen !

Eun hanter-doue ‘oa zo-mui-ken.)

E kement kostez ma troan,

Nemed miraklou ne welan.

Mez evesait bremañ toud piz :

Erru eur hi war an tapis.

MORIN en-doa enemied,

A oa diferañs diouh soultred.



Dragon
N’oa mar ebed, MORIN a yee

Da di eun Aotrou da gesta.

Edo gantañ e bistolenn,

Karget leun-saill228 beteg ar penn.

P’edo e-kichennig an ti,

Gwelet dezañ eul lañsenn gi,

Rampet, morgoae229, e-kreiz an hent,

Ken sonn e lost, ken lemm e zent.

Evel ma remerkas MIKEAL,

Hag eñ, eh bien230, komañs grontal.

An Aotrou, an hini231 her gwele,

A grie kaer d’or e borz-kae232

« Es233 gantañ, Dragoñ, es gantañ !

Es gantañ ! pill, pill ? es gantañ ! »

Setu hemañ eun dra234 nehet,

(Ha va-unan e vijen bet).

Rag an tamm-ar-bleiz-aneval

N’edo ket e gont da farsal ;

N’eus forz, MORIN hen deporde.

Ar hi, aou, aou...a zerede.

« Deus amañ ! tae, tae ! deus amañ ! »

Inutil ‘oa parlant outañ...

MORIN, tenna e bistolenn.

Ar hi dezañ en eul lamm krenn.

MORIN : « D’ho toull ! » Ha skei gantañ.

Ar hi, aign, aign..., krapad outañ,

Ha soñjal lammad d’e vizach.

MORIN, hev deport davantach,

Dak, dak..., banta e bistolenn,

Feu ! paoñ ! Ha va hi ouh torgenn235,

Hag eñ, ahi, ahi, en eur grial,

Ha da dal e vestr da yudal.

Ar gwad a zifuhe236 euz e vin,

Evel an dour euz eur vilin.

(Rag MIKEAL, pa laoske tennou,

A skoe atao e-kreiz ar genou).

An aotrou, hag en em houeza237,

Divenn testou ker buan ha tra.

Afer da VORIN adarre,

Abalamour d’an tenn kaer-ze !

Galvet ar paotr da di ‘r Chikan ;

MOIN ha mond seu238 ker buan,

Lavared evid e rezon,

D’ar Brigadier euz al laeron,

Penaoz n’en-doa greet espres ;

Sita 239leoriou en e gostez

Kosoh evid Matuzalem,



« Si quis canis pauperiem »

Henrici VIII Extragantes...

Kaer e oa, jujet ar prosez :



... Da bae ar hi, neuz’, eno, prest

P’otramant da joum heb e gest...

Daou artikl gwall fachuz dezañ.

« Mez touchenn, ententit, emezañ,

Ras Kartouch, panevez va zenn,

En-doa va debret hep hoalen !

Hag eur Goberon240 euz al lez

A respont dezañ : « Mar karjes,

Oas bet kuit euz a gement-mañ,

Trei groz da bistolenn dezañ. »

« Rezon hoh-eus, eme VORIN,



Hag hen ober ‘oa va desin,

Ya, - mar karje ki ‘n Aotrou

Trei e lost e leh- e henou. »

Ma oe pouezet ar rezon-ze,

Diouh an eil tu hag egile ;-

Kavaet “valabl“ evel eur chañs ;-

Revoket diouhtu ar setañs ; -

Greet nombr a formaliteou ;-

Greet da VORIN ha d’an Aotrou

Mond kein ouh kein war gement-se,

Evel ar gouez ha sant Jaoue241.

Ha me ‘zo marvaill242 : mad ha fall

Om oblijet d’en em ziwall,

Ha da veva, (bete ‘r maro,

Mar gellom), kousto pe gousto.

Jarnigoe243, MORIN, te ‘oa den !

Ya, ya, foutraillezen244,,

M’euteur 245mond amañ ‘vel eur c’hwil,

Mar doa er vro e gen-abil.

A ! bravad akolist, ha n’eo ket ?-

An aotrou-ze a oe souezet :

(Sant Jupiter, c’hwi a gaoze !)

Neuz’ e rankas dond d’an ere.-

Evidoh-hu, lañs ar gordenn,

Ne dalvezit ket toud eur spillenn :

Ma vijeh bet en afer-ze,

Ho-poa ranket paea ‘r hi-ze,

Rik-ha-rik war an ivinou246 ;

Rag n’ouzoh ket ho kreañsou.

Tra, dignaed, (respet din-me,

Ha da VORIN kerkoulz ive’),

Eun tamm eo re vraz ho kenou,

Da denn’ er hiz-se ho temprou247.

Neb a barlant dirag Noter,

A rank beza divinouer248 ;

Hag a-walh d’ober gantañ,

Ha re memez peuliesañ.

MIKEAL her gree, gwir eo serten ;

Mez MIKEAL ivez a oa den,

Ha ne grene ket rag e skeud, -

Na rag ar Justis kenenbeud !

Ya, partoud e livirin,

Heb biken jamez ma skuizin,

‘Oa MORIN eun den ekselant,

Dreist an oll jeneralamant.

Mez n’eus mab hag a zeue a-benn

D’e esplika, na d’e gompren...

Omnis hono, sed eno toud

Ar pez a zo en or galloud.

Mez dre e aksion diwezañ

Ez an da ziskouez deoh bremañ

E nerz major, hag e gourach,

Erfin e nebeud a atach249

Evid ar madou terien250.

Penaoz e varvas
Deh (deh !) e varvas, kristenien,

Deh (deh, ar hêz !), deh mintin-mad,

E lakaas klaoustre eur chopinad,

E pignje hep skeul na netra

E beg ar wezenn uhella,

Evid difanta251 ar biked,

Ar re252 a oa c’hoaz neizet.

Krapad a eure ‘ta, hep skeul,

Hag ar Maro kriz ouh e heul...

P’oa griñpet253 toud beteg ar beg,

Heb ma ouijet sur kaoud abeg,

E komañsas gand an dorn-ze,

Pe gand an hini254 e fagode, -

Gand an dorn-ze, pe gand ‘n hini255

Her gweleh o karilloni,-

(Gand an dorn-ze, a lavarn

Pe gand an hini256, heb ehanañ,

Eur wech ma vije komañset,

E pilje eur hoad hed-ha-hed, -

Gand an dorn-ze, e komañsas

Da denn’ al laboused er-meaz257.

Ar biked koz, en-dro dezañ,

A grie Forz ! forz ! warnzañ.

Eñ a fiñve al laboused,

Hag o dastume er gaoued ;

Gwinkal a reent seu marteze ;

Mez mond a rankent koulskoude,

Daoust pe dre forz, pe dre-zevri ;

Hag, heb na echapas hini,

E teuas, war-bouez kemered poan,

D’o renta ker reiz hag eun oan.


  • Budig258, budig, budig, budig !

  • Margod, Margodig agasig259 !

Memez, evid plijoud dezo,

E parlante dre “c’hwi“ outo :



  • C’hwi a yel’ amañ, c’hwi ‘yel’ a-hont,

C’hwi an tu-mañ, c’hwi an tu-hont,

C’hwi a-zindan, c’hwi war horre.

(Rag dre “c’hwi“ eo e parlante).

P’en-doa greet toud nemed diskenn,

Eh azez war eur skourr gwezenn ;

Hag e kri gand eun ton joauz :

-Sellit toud ! Gounezet am-eus ;



Evel-se, lakait klaoustreou :

Gand MORIN ez ay ‘r gounidou.

Me ‘yel’ d’eva, miheien,

Diwar ho koust bremañ souden !

N’en-doa ket pronoñset ar ger,

Ma weljom e gillou en êr :

Diflosket krak ar skourr ganta’,

Dre re a nerz, na petra ‘ta ?

Koueza ar a vank e brank,

Toud e torront, hini ne vank,

Lamm en tu-mañ, lamm en tu-hont,

Piked hag all, toud e kouezont ;

Flao, flak..., war ar pavez e kouez,

E-touez eur bern skourrou gwez...-



Hosanna... (- non in excellis !...)

Doctorum præmia frontis...-

War chouk e gil eh erruas,

E galon a eskarbouillas260,

E gov antreas en e gein.

Hag e hellit, kalonou mein,

Nompas gouela ‘vel leueou bloaz,

O weled eur maleur ker braz ?

Ar fiñveziou diweza
Evid eur chopinadig gwin

Out maro ‘ta, va mab MORIN ?

A-varhad mad ! Piou n’az paeje ?-

D grohenn, hepken, hen talve !-

Salo ‘vije bet dit, paour-keaz261

N’az-pije gwelet pik biskoaz !...

Mez sklêr ‘oa dit, sur, e kouezjes,

Mar dajes da bignad e gwez.

Diana262, diwall, gand a ri,

(Eur wech all), peleh e pigni.

(An neñv ‘zo kalz re uhel dit ;

Chom izellohig, ha profit ;

Ikar en-devoe ar maleur

Da goueza ivez war e revr,

Hag a gollas e-kriz ar mor

E vuhez, e gorv hag e enor.)

Hag ar Baradoz, goude toud,

‘Zo uhelig mad evidout.

Na rez van eta, pa glevi

Trompillou ar Varn o seni.

Souch en da vez, ha chom eno :

Kement-se a hent greet ‘vezo.



Korus
Ha c’hwi, ‘ta, tadou ha mammou,

Pa luskot ho pugaligou,

Kanit dezo, noz ha mintin,

Gloar ha meuleudiou MORIN !

Memez, a-bazr mond en ho rout,

Gouelit, blejit, ha kriit toud :


Ar paotr MORIN ‘zo maro,

Gand gouestliz263 eur banne ; (bis)

Mez edo264 bremañ c’hoaz beo,

Paneve m’oa re greñv.

N’her gwelim biken jamez :

Eet eo da fer Jiles !


(Mez e-leh lavared evel o Hure, an asistanted a lavar :)
N’her gwelim jqamez biken :

Eet eo da fer foutr265 ! Amen !



Epitaf an desedet266
Skrivet war e vez gand ar hure

evel ma teuas euz ar gador
En noaz war an douar ‘oan deuet,

En noaz ivez em enterit :

N’em-eus ‘ta na koll na gounid,

Evid beza bet war ar bed.


Traduziet e latin
1   2   3   4   5   6   7   8


Verilənlər bazası müəlliflik hüququ ilə müdafiə olunur ©atelim.com 2016
rəhbərliyinə müraciət