Ana səhifə

Claude-Marie Le Laé


Yüklə 141 Kb.
səhifə6/8
tarix26.06.2016
ölçüsü141 Kb.
1   2   3   4   5   6   7   8

SANT MORIN, ora pro nobis !


Me ‘ya d’azeza em hador,

Ha da vond war don163 an istor.



Eil poent
War eur had
Eun devez, n’eus ket pall a ze,

Ar paotr MIKEAL mond d’ar chase,

Fuzuill garget, valdourierenn164,

Boutoupin165 drajez, gargouchenn166 ;

P’edo ‘r penn all ar Valanog167,

Chut ! ha MIKEAL lamet e dok,

‘Avañs e benn e-touez al lann168,

Da zelled e-touez ar balan :

Gwelet dezañ eun hanter-gad169,

A-zoug he hamm o tedostaad.

Pebez rañkontr evid MORIN !



Dap ! souch, hag eñ war benn e hlin ;

Añ jou ! feu ! paoñ !170 hag he filad.

C’hwi a gaoze, bravad tamm gad

Kemeret e benn-herr171 souden,

Da lammed war he boutonenn172,,



Frrrr, zest !..., en eul lamm dreist ar hae,

Mond da Vetrez173, krap’ en he sae,

Eun dro war eur zeul, ha d’ar gear174 !

(Hennez a gerze, c’hwi lavar !)

He diwada hag he larda,

He brocha hag heh ambrocha,

Trei ar ber, ober tan dirazi175,

He lakaad e salmigondi176.

P’oa prest toud, ‘oe servichet

Ouh taol, evid beza debret.

Rag da boent lein ‘oa kement-se,

Ha n’oa tamm en ti an deiz-se.

Komañ a reer heb dale pell ;

Biskoaz ne weljoh netra gwell :

O ! ma madig ! o ! chervad !

O gwellad den ! o gwellad gad !

Madad177 regal ! madad boued !

Perag ivez ne vije ket ?

Greet ‘oa dre ‘r pluñv ha dre ‘r bleo178

O eksellant Omnis homo !

Netra sur ne doa ket dezañ

Etre pevar horn ar bed-mañ.

En e lammou ‘oa c’hoaz noploh

Evel ma’z an da ziskouez deoh.



Ar gwin
Mestr MIKEAL, va zervicher mad,

Ker fidel din-me ha d’e dad,

En-deus, e-pad eun nombr bloaziou,

Rentet din lalz a zervichou.

Goude toud, n’on ket souezet ;

Rag, evel m’hoh-eus toud gwelet,

Ne veze tamm er presbital

Na vije roet lod da VIKEAL ;

Pa veze buoh vesk179 pe daro

En em sikourjem d’o goro,

Ha ne zerrjem an duellenn,

Ken na vouzje ar varrikenn.

Ha forz peur o goullonder

Pa ‘h eo gwir e ranker ober ?

Atao e vezim-ni nehet,

P’or-bez evet, ha pa n’or-bezo ket ?

Hag, a zo koantoh a hend-all,

Eun ever gwin ‘zo didamall :

Neb ‘zo mezo, a gousk d’ar red ;

Neb a gousk, ne zoñj droug ebed ;

Neb na zoñj e droug, ne beh taol ;

Neb na beh, ne day ket gand Paol ;

Neb ne day gand Paol a yelo

Gand an Êlez war-zu o bro ;



Ergo, klevit,, mezvier ebed

N’emañ e riskl da veza kollet.

Ebyañ180,ha ken a fell deoh ?

Observabitur secundo :

Ar gwin mad n’eo ket ampoezon.

Dre amour evid ar “flakon“

Oras181 en em halvas “Flaccus“ ;

Ha, war a lavar Kratinus,

Ne hell jamez eun ever dour

Kaoud nemed eur speredig paour.

Rezon a-leiz or-boa eta

D’eva gwin p’or-boa aneza’.

Setu eno perag ive’

Or-boa spered MORIN ha me.

(Ne dalvem, na me na MORIN,

Netr’-an-toud ouh ar sehed gwin.

N’oa nag Azvent na Kouraiz

Hag a raje deom cheñch a hiz ;

Hga e klevjeh glouk, glouk, glouk, glouk,

Ar gwin o vond dre or gouzoug.)

Entr’ ed vije bara en ti,

Ne vije ket lent o tebri ;

Ha pa vijen en e di-eñ,

Me ‘vije ken hardiz hag eñ.

Mez euz va zi-me, koiulskoude,

Pe galz na fell182-, eo e veve ;

En eur ger, gwella ma hellen,

Her beven hag her zikouren ;

Ha tentet ‘vijeh d a gredi

E vije mab emeuz an ti ;

Ha marteze ez oa, n’on dare ;

Mez pe laz183 da zen kement-se ?

Dihana184, skiant en-devoa,

Ha gouzoud peur heh implija,

Euz ar penn pella em zervije,

(A la bilbot185, gwella ma helle).

Evel m’her prouvin amañ deoh,

E daou her, a-barz mond larkoh.

Kleo ‘ta, ki klañv, tevel a ri ?

C’hoant ah-eus da gaoud war da fri ?

Neb aon... Mar deuez d’ober da Bask,

Me ‘r promet dit, e teui d’e glask :

N’ah-eus ket e hreet da-vannah186,

Me ‘z avertas187, ha gouez peleah188 !...

Lavar din-me, klopenn marsouin189,

Petra eo az laka da hoarzin ?

Mez, neemd fae a ve ganez,

Selaou an dra-mañ, mar kerez ;

Selaou pegement a vank dit

Ne dout ket eun den iñtrepit190.

IV hure hag I pesk.
Eur mintinvez, pevar Hure

A zeuas d’am gweled, dre huñvre,

Ha toud evel p’am-bije joa

O kaoud tud em zi da leina.



« Penaoz eus an aotrou ‘r Hure ?191 »

« Gaillard192 atao ; na c’hwi ive’ ? »

« Evel ma welit, treud atao. »

« Azezit !... Nompas... Ped eur eo ? »

« Deg eur hanter nevez sonet... »

« O ! peoh eta, emaom abred...

N’hoh-eus ket leinet c’hoaz, Kure ? »

« Tra ! n’am-eus ket... » « Na ni ive’ :

Grit aoza lein ; hag etre-daou,

Deom da weled ar jardinou

Ha da lavared or brevier... »

Me ne ouien petra d’ober

Nehet ‘oan, c’hwi ‘lavar, nehet ;

Rag, n’oa forz din pe du selled,

Ne welen partoud dre an ti

An disterra tamm da zebri.

Hañ ! n’oa ket eun diaoulegez,

Beza en eur seurt tiegez ?

Hañ ! petr’ oa afer ar re-ze

Da zond d’am gweled-me, neuze ?

(Rag, setu, etre c’hwi ha me,

Nêt, nêt, edo Mindard193 ganen !

N’eo ket m’am-be c’hoant, koulskoude,

E ve publiet kement-se :

E-sekred hel lavaran deoh !

D’ho peza sod, me a fizi ennoh !...)

Mez p’oant deut, ‘oant deut koulskoude :

O lezer heb tamm e vije,

Evel m’her gouzoh,difeson ;

Rag dare ‘oant, ivez, gand an naon.

Mez peseurt lein da brepari,

Pa ne doa tamm pesked en ti ?

(Rag, mar am-eus soñj mad bremañ,

Derhent eur zul ‘oa kement-mañ !...

Pe zerhent eur gouel marteze !...

Mez item, goude toud, ive’...

Hoñgon194, mar kirit... Pe forz ‘zo ?...

Vijil a oa, sur !... Deom atao !)

Ha MIKEAL MORIN o taoler

E zillad e bord ar vivier195,

Ha flap..., setu-eñ, ‘n eul lamm krenn,

E-kreiz an dour braz war e benn...

Ni a zoñje, toud, ‘oa beuzet...

Morse ! Ne doa nemed kuzet.

D’or-benn eun nebeud e savas

Ha gantañ eur pikol pesk braz,

Keit, keit evel ahann d’arhoaz,

War gwen e gtohenn, war e skoaz.

« Ahanta, emerzañ deom-ni,

Tud ar Roue, muchabl int-i ? »

P’en-doa neuiet beteg ar bord

E stlapas ar pesk d’or196 e dord...

Ha, vañtrechien197, bravad aneval

Arsa, arsa, bravad penn-chatal !

Hag e henou digor gantañ,

Ma kuzje toud ho penn ennañ !

Hennez a oa se, pa gontot.

Peoh a vezo, Biel Vergot ?

Bra&soh eo c’hoaz da henou-te,

Evid ne doa genou ‘r pesk-se.

(Tao, dam-penn ! meuz ! panezennog !198

Nonez Abandre199, gaveog !

Ha te ‘oa kapap da zougen

E vinaouedou d’eur seurt den ?)

Ya, ya, feson tartez...

Ar hêz,Doue r’ am pardono,

Bravad taol a dennas eno !

Goude e troñsas e vañchou,

Hag euz e abid ar baskou ;

E gontel a zihodellas :

Gerik, gerik, gerik, gerik...

Godue e lammas war ar pez kig,

Me ‘lavar : war eur beskedenn200,

He distripa prop ha kempenn,

Ma rejom ganti eur friko,

A dalve c’hwezeg war eun dro,

Gand eur saoz201 ker mad, ma lipjem

Bep tamm, on bizied o femp !

A ! gwellad pesk ! A ! gwellad den !

Noñ 202noñ,ne skuizfen birviken,

O publia, partoud dre ‘r vro,

‘Oa MORIN eun Omnis homo.

Eur wech c’hoaz bravad frigasenn !

Ola ! bravad jibilotenn !

Ken eksellant ‘oa preparet,

Ma halled d’ar gwir lavared

Ar pez a lavare Nazoñ,

O parlant a garr Faetoñ :



Opus, (me ‘lavar : an dro vad),

Materiem superabat.

A ! bravad tra ‘oa he fardet !

Me ‘garje ho-pije he gwelet,

Pa n’ho-pije bet anezi

An distrra tamm da zebri.

(Evid gwir, euz an touch-koban203

‘Oa greet ar frigasenn gantañ,

Hag evid mond ganti war-eeun,

N’eo ket jarnigodig204 ! end-eeun,

Netra, n’eo ket ober goap ‘oa :

Honnez a oa greet, hag a oa !

Peadra lavared gevier ?

N’eus marmiton na pastezier205

Hag a raje gwell eun tamm boued.

Mintoustah206, estonet e oed).

Hañ, p’eus da gomz207, la, koulskoude

Pebez taol a eure din-me !

Va bennoz dit-te, MORIN geaz208 !

Ya, ‘vid gwir, den ha den ‘oas.

(Rag, evel m’her gouzoh ive’,

Edon kaoh-ki paneved-te.)

Ar vuhez vrud
Mez en deiz hirio, petra dal’

E oll viraklou da VIKEAL ?

Er fin toud setu-eñ aze !...

Beza en e blas piou a garfe ?

Foestr209 an hini ; n’oar210 ket nehet ;

Ha va-unan ne garfen ket.

Hañ, dit beza ker fur ha me,

MORIN, te ‘oa sod koulskoude !

Lavar din eru wech a feiz vad :

Petra ‘zo bet ouh da lakaad

Da velver211 heb goulenn koñje

Nag ouh Person, nag ouh Kure,

Ha da vond er-mêz ar bed-ma’,

Hep serifikad na netra ?

Ker skuiz-se e oas o veza beo ?

Fazi ‘zo ez kont, ha te a gleo212 ?

Abaoe ma’z out en em lazet,

N’out ket dign da vez’ aviet.

Ha kalz e soñj dit out gwelloh ?

Kalz en em estimez muioh ?

Allaz ! an hanter pe war-dro

E rabater goude ‘r maro.

Ne dalvez ket an drederenn,

Abaoe m’eo torret da benn.

Koulskoude,... pa’z-poa eur penn mad,

Ez-pije ranket evesaad,

Ha dwiall peleh e stlaper :

N’int ket ker stank-se er harter.

Ha kalz eh estimez-te mui

Penn eur bik evid da hini ?

Bugale, ma ne davit ket,

Mar c’hoarzit atao ‘vel roñsed213,

E ven sod lavared ger mui.

Koulskoude, evid hoh iñstrui

Da ziwall piz ouh ar maro,

Eo e sarmonan deoh hirio ;

Rag e peb oad, ouzoh ervad,

E ranker, siwaz, e gribad.

MORIN, hag eñ c’hoaz yaouank-flamm,

En-deus ranket ober al lamm,

Ya, er fleur euz e yaouankiz !...

Tregont vloaz nemed daouzeg miz,

O konta riken ha miken214,

En-devoa just, ha netra ken.

Tao, laviennog215, gand a ri,

Biken an oad-ze ne weli :

Krouget out a-barz bloaz amañ,

Ha n’eo ket eur holl, a gredan.



Nedeleg MORIN
Mez, p’eus deut soñj din euz ar groug,

MORIN a oe tomm d’e houzoug ;

Ha setu amañ ar rezon :

Kontinuit hoh atañsion.

MIKEAL, o klask e galanna,

Da Nedeleg, er gêr dosta,

A zeuas da eva eur banne,

Hag ouhpenn unan marteze... ;

M’en em amuzas, eun nozvez,

Da derri ‘r gwer ouh an tiez,

(Otia si sustuleris,

Arcus perit cupidus,)

Taol ba d’homañ, taol mên d’honhont,



Dilink, dilink..., toud e voustront,

Karnach, tapach, trouz a bep tu,

Leterniou o ruill war ar ru,

Dao d’an nor-mañ, dao d’an nor-hont,

Maill216 an tu-mañ, maill an tu-hont,

Cheñchet plas d’an oll aseniou217,

Foetet pri ouh an oll zoriou,

Pilet ar potañs war e revr,

Dibarfoeltret stal ar higer,

Staget kezeg ouh an doriou

War-bouez o moue pe o lostou,

Dichouet ar yer euz o hlud,

Minoueret ar moh munud,

Dizehet an oll feunteuniou,

Bannet eur bern mein er puñsou,

Laket tan e dor ar prizon,

Laosket da reded al laeron,

Lakaet ar jolier en o flas,

Spazet kizier, ha krouget chas,

C’hoari la vie beteg ‘r mintin !

Pa zeuas an deiz, pres da VORIN :



D’ar groug, d’ar groug, mab-gast lonker
1   2   3   4   5   6   7   8


Verilənlər bazası müəlliflik hüququ ilə müdafiə olunur ©atelim.com 2016
rəhbərliyinə müraciət