Ana səhifə

Claude-Marie Le Laé


Yüklə 141 Kb.
səhifə5/8
tarix26.06.2016
ölçüsü141 Kb.
1   2   3   4   5   6   7   8

Evel m’hen pretant an den-mañ ?


« Ya, emezañ, aotrou ‘r Hure ;

Rzon en-deveuz al laer-z :

N’oa mar ebed, abaoe pell

Edo ar pez-se em godell...

Pa felle din e baseal,

E lavared ‘oa eur pez fall...

Kement ha kement ma soñjis

E stleper e daouarn Justis :

Marteze e hellfent tennañ

Ar falloni a zo ennañ ?


Aze, komper, eun den e oa,

Mard eo kristen. Ouhpenn c’hoaz :



Propheta, plus quam Propheta !...

Aretom eun nebeud ama’

Diouh kement-mañ eo deoh anad

Penaoz MORIN n’oa ket gaouiad ;

M’ho-po-hu ar seurt atanchou,

En em roeh d’an oll ziaoulou,

Evid nah groñs ho laeroñsi.

It, n’oh nemed da lastri ;

Peñserien, tud revoltet,

Toud e rankeh beza krouget,

Dre m’oh, evel den n’her hontest,

Todu kalz re brim da dud onest.

Mez mar oh euz devosion,

Kontinuit hoh atansion :

N’eus netra edifiantoh

Evid ar pez a gontan deoh.



Paour-kêz partaplik106
Maz vijes ket a galite

Va faour-kêz Omnis homo-me,

N’oad ket bet ouzit ken kruel ;

Neuze da ano imortel

A vije er hazetennou

Er penn euz da aksionou

Skrivet, morgoae, a-la-frisad107,

Gand paraf108 ha fanfaronad,

Mez abalamour n’oas ket nobl,

Out abandonet gand ar bobl,

Ar re 109n’hellont estimoud den,

Anez kleze ha kokardenn ;

Setu eno pe evid rezon

E tilezer en abandon,

Heb ma’z eus ahanout neb memor.

Ha koulskoude, hebyeñ110, da istor

A zo eur pez euz an drollañ

‘Oufed da gleved er bed-mañ.

Ahanta, va Houëryaouted111,

Diskouezit ha c’hwi ‘zo paotred ;

Imitit an Omnis homo

A hini112 ema ar gwel hirio.

Mez hemañ eo ‘r choarz, hemañ eo ‘r hristill !

Ebat a ra joa deoh, perhill113.

Aloñ114, gand a reot, dihana115,

Tavit, pa ne dalvit netra !

Ha grit eun dra atañsion

War va zeizved refleksion.

N’hoh-esu klevet bete vremañ,

E komparezon, c’hoaz netra :



Novum genus potentiæ ;

(Va bennoz, latin adarre !)



Vir a-vours ! Lekeom d’ar boulin !

Peroked ! foug ! ha tourmantin !

Sivom gwern vizan ha bopre !

Qui potes capere, cape.

An tangwall
Bremañ deg vloaz ar miz a zeu,

(Edoh amañ ivez neuze,

N’oa ket kuzet, toud her gwelah116,

Ha kaoud a dleit soñj a-walh).

An tangwall o veza kroget

Plezantamant117 en or hloched,

MIKEAL a grao oh an doenn,

Evel eun drouiz oh eur wezenn ;

Ha ramap war an nein neuze

Evel war gein eun hinkane,



« Evid areti, emezañ,

An tangwall o krañchad outañ » ;

Mez, evel ma oa seh ar vatier118,

N’hellas ket ober e afer.

Pa gomañsas an tan suillañ,

Flip flip, toud war-dro dezañ,

Ha grilla memez e voustach119,

E kuitaas prest e varh louach

Hag e tiskennas izelloh,

Da houlenn sikour diouzoh,

Ha dreist-toud oh Peres Grifard,

An ini120 a oa papalard121,

Gand an hini122h e veze aliez

(Dre m’oa e vignon) asamblez,

Hag hen anvas e heritour,

Mar bije e rekour.

Peres Grifard, ‘ouzoh ervad,

Ne doa ket terp-terp tempret mad123,

Ken nebeud hag eul leue bloaz-ze,

A zo o c’hoarzin er horn-tro-ze.

Per, ‘ta, ‘grias war bouez e benn :

« Dilamm eta en eul lamm krenn ! ».

MORIN dabord a zilammas

War chouk e gil, hag hel lazas.

Ha goude toud, d’am zantimant

E rdeas e daol onestamant :

Ar charite vad a ordren

En em breferi da beb den.

Rag preferablamant d’an oll

E tleom mired na daim da goll ;

Hag onestoh eo da eun den,

N’eus forz dezañ pe dre voyen,

Soñjal en em zavetei,

Evid re en em espozi.

Eur wech en em gavas gwasoh,

Eul leoig ahann pe dostoh,

En iliz ma’h egzorsized

Eur plah hag a oa posedet.

Gwillou, klevit, a asure,



Dre e feiz, biken ne zortije,

Anez antren e korv MORIN.

Setu hemañ nehet alafin124 ?

Tost en em gave d’an Duard

Hag er font125 edo tostig mad !

« C’hwi a zoñj deoh ? ba, ba-ba,-ba !

MORIN a barlantas outa’ ;

Hag heb diskouez aon ebed,

A reas goap euz an Droug-Spered.



Aotrou ‘n Diaoul, c’hwi ‘zo saovach,

C’hwi ‘zo trehouet en ho langach ;

(Fallad prononsiason !

A villad propozision !

D’ho peza abil (emec’hwi),

Ne doh nemed eun iñpoli) ;

A zioulakat komplimant !

(Me ‘m-eus douet na doh besteod,

Hag eun draig ouhpenn hanter-zod.)

Gand a reot, serrit ho kenou :

Mez eo kleved ho tiskourziou !

C’hwi, soñjal mond e korv an ddu !

N’eo ket en Ti-Koz em’ ho klud ?

Ergo præcise de facto,

Petra na chomit-hu eno ?

Hennez eo ‘r c’hoant reded korvou

A zo deut en ho pouzellou !

Da veza dija war an oad,

Ho kavan kuriuzig-mad.

Ober a rit eun aksion

Zo kontrol d’ho kompleksion.



Satan goz, Doue ‘r ho paeo !

Bezit fur hag it en ho tro.

Soñjal “antren“ e kov MIKEAL ?

O ! o ! ne deot ket, sur, el-leal,

Pe c’hwi ‘facho pe ne reot ket,

Re vriad hoh-eus kemeret :

An neb en em stourm ouz MORIN

N’en em stourm ket ouh eur glandin ;

Hennez a zo e peb afer

Finnoh evidoh an hanter,

« Ar harr a dennit war ho kein » ;

Or, hervez an Euriou latin

« Etre ar bez hag ar wezenn

Ne dleer ket lakaad ar gohenn ».

A-barz nemeur, kredit din-me,

Ho-pezo keuz d’ar gerig-se :

Primo quidem ho-pezo mez ;

Diskouezet ‘viot gand ar bez126

(Er bed-mañ koulz hag er bed all

Evel eul lach, hag eur hi fall ;

Ha mar goar ho preudeur beva,

Ne vankint ket d’ho prodiga,

D’ho tisklêria da imbesil,

Peotramant d’ho kas en egzil...)

Mez a-brepoz, oditored ;

Deom war or hiz en eur penn-red :

Petra ‘zoñj deoh euz a VIKEAL ?

Gwall “nehet“ ‘oe seu ?... el-leal ?...

Gwall domm ‘oe ‘r gaoter ganta’.

« Me ‘zo marvaill... ». « Na p’evid tra ?... »

An diaoul-ze a oa desevet.

Hag ouhpenn gwall lemm a gaked127,

Petra reas an Omnis homo ?

En em zila euz ahano,

Mond d’ar porched, hag azezañ

En eur piñsin a oa ennañ,

Sevel e vragez, troñsa e vleo,

Starda e zillad war e dro,

Planta e dok beteg e zaoulagad,

Kemered toud tres eur paotr mad

Ha da grial war bouez e benn :

« Deus ‘ta, Diaoul, mar dout eun den !

Tenn eun taol ‘ta, mar deus ganez 128!

Souten ar pez a leveres ;

Diavañs129 eta, avantur130 !

Da goll pe da hounid out sur !

Deus ‘ta, diavañs eun nebeud !

Nemed aon az-pe rag da skeud,

(Rag mar dout fur, war a glevan

N’ez laki ket en em beintañ131).

Dered ! Eur wech ! Diou wech ! Teir gwech !

Mar ’h azardez132 ober ar veach !

Petra oufed da gaodu galantoh ?

Kristenien, m’her goulenn ouzoh.

N’ao ket e zeurt war an douar ;

Gwaz ne doa ket memez en ear133

Prudañs al leon, nerz ar zarpant

En-doa MORIN sertenamant.

Ad libitum ez ee ganta’.

Heb mankoud da eun iota,

Todu kement a antreprene,

Hab jamez en em jeini re.



Al laboused
A-brepos, mard edoh amañ,

Disul Fask-Vihan diwezañ,

Pe edod en overenn-bred,

Hoh-eus soñj perag ? perag n’ho-pe ket ?

Disul..., ya..., disul ‘vezo bloaz...

P’edot er pron !... N’ouzoh ket c’hoaz ?

Hañ, pa edo al laboused,

Gand kalz a drouz hag a gaket,

Partoud amañ, dre ar vaoujou134,

War ar plañch135, hag ar mogeriou,

Oh ober o neiziou (setu !)

Red ‘oa dezo o ober en tu

Ha ne doa gwaz ober, amañ !

Pa’z oa plasou azr re vravañ,

Ouhpenn daou-hant ! war beb moger,

Mui gand mond er-mêz d’o ober !

Ker fasil e roed plas dezo

Da hournijellad tro-war-dro,

M’o-doa lakaet en o diviz

‘Oant bourhizien euz an Iliz,

Ha ma reent eru chalami,

Eun reñtamar136 hag eun dourni,

M’edon o farda mond em zro

Ha rei an alhweziou dezo.

Ha just e vije e gwirionez,

P’o-doa an uehlla mouez.

Me ‘felle din rei d’entent deoh

Kaoud soagn137 da vinouera138 ho moh.

E ! A ! kerkoulz ‘oa din tevel,

Ha pa vijen bet o vervel,

N’oan evid rei netra d’entent...

Ha c’hwi, evel statuou sent,

Digor kaer ganeoh ho kenou,

Ho taouarn en hoh askreou,

Ne droeh ho taoulagad morse

Diouz ‘n anevaledigou-ze,,

Hep klask ar voyenn d’o chaseal.

Mez an Omnis homo MIKEAL

Dre e wir skiant a gavas

An ijin d’o has toud er-meaz139.

Edo, d’an ampoent, azezet,

Aze, e plas ar fabliked,

Pa reas din sin ez ee dezo.

(Me ‘zoñj din her gwelan atao

Gand e êr neif140 ha laouen

Oh ober din sin gand e benn ;

Rag heb e anaoud a-zoare,

D’ar zul, ha d’ar goueliou ive’,

N’oa mab na gemerje MIKEAL

Evid ar Prokureur Fiskal,

Pa veze en e abid brao..

Rag an abid, klevit, or zao ;

Ha MORIN a oa fignoler,

Dichigas141 keit hag a ranker.)

Evel m’her gwelis o lucha,

Me zouetas ‘oa din e rea142 ;

Rag er hiz-se eh esplike,

Euz ar penn, ar pez a zoñje.

P’her gwelis savet en e za’...,

Me lakae ez ee d’o laza ;

Mez soursi ! ne deo ket a reas :

Ar skubellenn a gemeras.

War ar bank e sao en e za’ ;

Fredi, fredoñ, bredi, breda...

Te a yelo ; te, ne di ket ?

Te az-pezo ; te, n’az-pezo ket ?

Demeuz an eil penn d’egile

O rafourchas toud evel-se ;

Ar gwiad kevnid a skubas ;

Al laboused a zineizas ;

Pikad, pellaad, ha faroucha,

Difanka ‘n neiziou a reas krak,

Heb ma chomas na frik na frak.

La ! Paneve an Omnis homo

Petra on-bije-ni greet eno ?



Nescio vos ; rag n’ouzoh, toud,

Nemed genaoui evel saout.



Kleier
Orsus, n’eus forz, bandenn leueou briz !

A-barz ma’z aim euz an iliz,

Grit eun nebeud atañsion

War an eñsteñk143..., hag ar feson...,

En-devoa da garillonad

Pa veze e imor ervad,

Gand e gleier e vuzike

Ker kaer, ker kaer, ma’h estone

An neb a gleve anezañ...

(Ha koulskoude, setu-eñ amañ !...)

Ne ouei bemol na bekar,

Na tamm muzik, an oll her goar...

Hag e lavare e vamm geaz144,

Penaoz ez oa eun domaj braz,

Defot n’en-doa bet e Pariz,

O tedski rubrikou ‘n iliz ;

Abil estrañj e vije bet,

Diouh an doare euz e spered.

A dra serten salo ‘vije !

Mez lezom ar haoziou koz-se,

Ha pignom en tour – a spered !-

Da zelaou e vuzik poarfet.

E peder hordenn e kroge

Heb dond d’en em jeni morse :

En diou-mañ gand e zaou zornig ;

En honhont gand e henaouig ;

Gand e zaou droadig en eben145 ;

Goude, e lavarje Amen,

Hag en em stlejenne, (heb droug !),

Evel pa vije ouh ar groug ;

Hag e kanje ar pevar hloh

(Evel pa barlanjent ouzoh) :

Tenn amañ ! tenn amañ !

Tenn gwin ! tenn gwin !

Tenn d’evañ ! tenn d’evañ !

Da VORIN ! da VORIN !

Hañ, ar hêz ! eñ a oa marvailluz !

MORIN, te a oa burzuduz !

Manierou kaer
Ouhpenn, an den-ze en-devoa

Manierou ezu ar re gaerra,

Hag eun den abil, eun devez,

O paseal amañ dre ‘r barrez,

A lavaras, am-eus klevet,

Dre ‘r bouk-mañ, n’on ket pe da bed146,

Penaoz, en eun nesesite

E hellfe komz ouh ar Roue.

Evid gwir, n’oa ket eun orin147,

Eveldoh, ‘oa MIKAEAL MORIN.

Kana a ree heb leor ebed,

Par memez d’eun ograou fachet.

E kement leh ma’z ee MORIN,



Dap !... taolet ar chap148 war e gein !

Bale a ree evel eun Eskob,

Atao, mardiah149, lest150 ha prop ;

Hag en eur roda e raje



Poufe, poufe, poufe, poufe...

Ya, hanter voued ‘oa e weled,

Pa ranked mond e tro ‘r vered.

Bale a ree, ya, bale,

Ker seder war ar pie-frañse151...,

Ha sederroh c’hoaz, em-eus aon,

Evid Ar Penker dre Leon.

Petar ‘oah-hu en e gichenn ?...

Kleved a reot bremañ-souden :

MORIN a oa en ho touez

Toud-a-fin-fet just par memez152

Evel ma vez amañ gwelet

Eur gaolenn-bome dispaket

E-kreiz eur hoariemyad panez153.



Komparezon ha rezon
Mez, a lavaro Gran-Bragez154,

O rezoni dre e feson,



Komparezon n’eo ket Rezon.

Netra ‘ta ? Gwelom !... Distinguo :

Ma ne deo ket konform, concedo ;

Mez, mar deo evel ma’z eo dleet,



Nego an dra-ze hed-ha-hed.

N’eo ket Rezon stricto sensu,

Mez oh arvari emaoh-hu

Pe ‘r Gomparezon vad amañ

Pe ‘r Rezon fall eo ar wellañ ?

N’ouzoh ket, ras155 Goulhen An Hir,

Ped favenn a ya d’ober teir ;

Hag e fellfe deoh, eemc’hwi,



Disput war ar zulozofi !...

Deskit parlant a-barz soñjal.

Mez hoh euteur156, pennou chatal,

Ma tiskouezin-me deoh amañ

Peger just e filozofan,

P’ho komparezan ouh panez ?

Selaouit ‘ta ; (n’eo ket diêz ;

N’eo ket red din beza biken) :

Ar ger a“banezennien“

‘Zo deuet euz ar ger a “banez“

Hag evel-se ez eus ivez

Etrezo rapport mutel,

Koneksion spirituel,

Relasion substañsiel.

`(Livirit, mar gouzoh, din-me

Petra ‘zinifi ‘r geriou-ze !)



Atqui n’eus netra ker serten

Evel m’oh panezenneien.

E ! doncque, p’ho Komparachan

Ouh panez, evel ma her gran,

Am-eus Rezon vad d’hen ober.

Ahann, Bleo-brun, ahann Kouër,

Ahanta, n’eo ket evel-se

Eo degas an dud da’n here ?

N’eo ket evel-se eo deski

Penaoz e ranker rezoni ?

Ma n’avañsan ket kalz a dra

Nemed sur e ven da genta,

Ha kennebeud e ree MORIN.

Mez petra ‘dalv dezañ erfin ?

Setu-eñ maro koulskoude !

Mad ! Requiescat en pace !

Hga e pokfen d’e reor bremañ,

N’oufen ket e resusitañ.



Mab da biou ?
Evid kement-se ; kredit din157 :

N’oa ket poazet war plas ar gouign.

Ha mar kendalhe boutou-prenn158,

N’oa ket dre ourgouill ‘oa serten,

Rag, evid prouv deoh kement-se,

E dad-kaer a oa mestr-kere.

Evel ma save e vouez

Er gousperou en on touez,

Ne weljeh partoud nemed chas,

Ahi, ahi, ahi, o vond er-meaz159 :

Biskoaz Stentor hag Ermojennn

Ne oe kreñvoh o horzenn.

Ha paneve aon da ober

Eun tamm dismegañs d’e vamm ger,

Deiz ha noz e kredfen fasil

E ve mab da eun dijentil ;

Diana160 ar soupsoñ am-eus

Eo cheñchet e ti magarez161,

Pa’h eo ganet evid ober

Traou ker burzuduz ha ker kaer,

Ar re162 a zo merkou patant

N’oa ket an den-ze peizant.

Netra ma ne vije ive’ !

Me ‘ya da brouv deoh kement-se

Hag entre-daou, c’hwezom on fri,

Ma’z aim goude diouhtu ganti.

De profundis
Setu aze ar poent kentañ.

Den a hell kaoud abeg ennañ ?

Ne gredan ket e ve ganet !

Hag er fond, ivez, ne deus ket.

Mez a-barz komañs a-nevez,

Hag entr’ am-eus memor ivez,

Ma ya da vond da zifrichañ

Eun De profundis evitañ.

Ha c’hwi ivez, bandenn ezen,

Kriit, ken a faouto ‘r gorzenn,

(Pa n’ouzoh ho Te profundis),

1   2   3   4   5   6   7   8


Verilənlər bazası müəlliflik hüququ ilə müdafiə olunur ©atelim.com 2016
rəhbərliyinə müraciət