Ana səhifə

Claude-Marie Le Laé


Yüklə 141 Kb.
səhifə4/8
tarix26.06.2016
ölçüsü141 Kb.
1   2   3   4   5   6   7   8

Bremañ, paotred, m’ho sikouro !


Hag eñ dond daou bas78 war e giz

Evid kemered e frankiz,

Ha fourr... krog e lostou e zae,

Setu-eñ ‘n eul lamm dreist ar hae ;

‘Krap’ e kolierou va fautred

Hep kaoud nag aon na spont ebed.

Stafad d’hemañ, taol-troad d’henhont,

Pif ! Paf !... Hag en em separjont..

End-eeun, pa n’edo war e du,

E taolas o zogou er ru,

Hag e reas dezo e boukañ79 ;

Brao-braz, hag e rezon gantañ.

Evel-se ‘n eur vond e-biou,

E ree vad n’oa forz pe da biou.

Evidoh-hu, bouhed anad,

Ne dleit ket toud eur horniad,

Rag, paneve MIKEAL amañ,

Edont c’hoaz oh den em gannañ,

Hag e vijent a-houdevez

Eur mên a skandal er barrez.

Ma lavaren deoh fablennou

Tennet euz a goz taolennou80,

Neuze e hellfeh lavared :

Dom Yann ol laka da gousked,

O konta deom euz e gelorn

Eur Bibl nevez a gomziou born.

Mez ne deo ket traou tremenet

Na rimadellou koz gwraged,

Eo a lavaran deoh bremañ,

Mez eur wirionez ar sklêrrañ

Erruet dindan ho taoulagad.



Falherez
E welet hoh-eus o falhad.

Jardinabl ! bravad falher !

Pa gontot, bravad labourer !

Ya, eun dudi eo e weled 

Eet on a-benn-kaer da zelled ;

Ha kel liez taol falh a skoe,

Va halon em hov a dride ;

Ar gwad a verve em eskern ;

Ar mél a zaille em hrohenn ; 

Va felh em fenn e ree lammou ;

Va ene a zeue em genou ;

Ha va fri, evid e hwesa,

En em astenne keit ha tra.

Pebez marvaill er fond81 ive !

A-barz komañs, e tiwiske ;

Ha goude, war eun alanad,

E tistagje deoh eun ervad,

Freret freret freret freret82 ;

Mond a raje kazi d’ar red,

Evel eun den difelhet neat83,

Ken a vihe ‘penn an ervad ;

Hag e weljeh en-dro dezañ

An ervadou geot o kouezañ.

Erruet e penn,, heb ober ehan,

Diouz e houriz e lame e vean84

Hag e lemme, fez fez fez fez85,

Dremm e falh diouz an daou gostez.

Goude, war gorv e roched bloh,

Ker glebhag eun touill pe hlepoh,

E lakae e vên en e blas

Hag a-veh, gwaz evid biskoaz !

Hennez a falhe, c’hoaz eur wich86,

Nompas poeltroni ar zervij.

Eun oh dispar e gwirionez,

Eun oh dishual ‘oa hennez,

Eur paotr, setu, divinouer87,

Eun Omnis homo, en eur ger.

Lopa ‘raje ken a-feson

Hag e klevjeh ar falh o son !

Evid gwir, pa’z eus da gomz, la,

Eur falhig natur 88en-devoa,

Eur falhig lemm, eur falhig koant,

Hag a drohe ‘vel eur sarpant ;

Mez koulskoude eo re avoui

’Oa gwell an Troad c’hoaz eviti ;

Rag, klevit, n’oa ket Yann-ar-Yer

‘Oa MIKEAL MORIN va homper !

Nde veze ken diouz deus ! ganti

Etre e welje dindan e fri

An disterra tamm geot er prad

Ne baouezje euz a falhad ;

Ha taol-war-daol, a-nebvez flamm,

E soñjjeh e trohje en eun tamm.

Armid, ar vajisianez

Ne ree ket ker buan eur palez

Ha ma ree MORIN e varo

Da eur foenneg toud tro-war-dro.

Ahann, merhed, kouskerezed,

Viltañsou kamm, loudourenned,

Gwelet hoh-eus-hu, er vro-mañ,

Biskaoz falher evel hemañ ?

Respontit eta din dioustu !...

Penaoz, dre ho kousk emaoh-hu !

Allaz, netra n’oa ket e bar

Etre an neñv hag an douar,

(Ha serten ne lavarje den ;

Evid e weled, hebmuiken,

E vije bet greet er bed-mañ,

Evid diouz doare dianañ89.)

Etre e vijeh o trei ho penn,`

E falhje deoh eur harrad foenn.



Fagod ha fagod
Set’ eno perag, tost-da-vad,

Her galved boureo braz ar hoad.

Rag, pite paf, gand eun taol genn

E tistage deoh eur wezenn ;

Hag e daou daol falz-strop, frist frest,

He diskourre deoh pront ha prest ;



Krik krak, evid ma her gouiot,

En eun taol dorn e ree fagod ;

Ya, fagod, fagod end-eeun ‘zo,

Gwelloh fagod evid fagod ar vro,

Fagod greet klok, fagod e koustiañs,

Nompas brehagn, na fagod a zrougchañs,

Mez fagod reud, tennet a haol herri90,

Fagod muchbl, ha fonnuz da zevi,

Fagod fourmal, nompas besterd fagod,

Evel fagod trucherien ar fagod,

Ar re91 a vez greet ab hoc hag ab hac

Mez, dam !, fagod heb na “Rag“, na “Perag ?“

Fagod a-leiz, fagod druz, fagod leal,

Fagod en teuk, ha fagod didamall ;

Rag, ententit, e-touez ar fagod,

Evel m’ouzoh, ‘z eus fagod ha fagod ;

Aze e kavfeh fagod gwall-fagodet,

Fagod trompler, fagod boulifardet92,

Ar re93 ne dint nemed fagod deliou,

Evel amañ fagod ar marhajou,

Fagod truilleg, hagod mez o gweled,

Fagod va reor, poeltron94 ha droug-anvet,

Ne dalvont ket a-veh eun tamm sezo,

(Nim emerin titivillitio ?)...

Pehi a rit,, fagoderien foultret95,

Pa rit fagod dre ard an Droug-Spered.

E fed fagod, MORIN ‘oa, sur an “Tad“

Evid ober, fagod ha fagod mad,

Fagod superb, fagdod e gwel Doue,

A ve gwerzet arhant mad d’ar Roue,

Fagod a-zremm96, ha fagod dilastez,

Fagod kempenn, fagod e gwirionez,

Fagdod erfin, - ha diferañs97 fagod

Diouz koz fagod ar re98 n’int ket fagod, -

Mez fagod la !, n’oa ket mez o gweled,

Fagod a-grenn ar gwella fagodet

Euz a fagod fagoderien fagod ;

Fgaod MIKEAL a oa mistri fagod.

Peoh a vezo, Elgez-sant-Herbot !

Yann-an-Ognon ! Fañch-Bleiz-ar-Yod !

(Ragenez Rouz,Youann louan gwennog !

Espert moh99, yeu100, landruñsennog101 !)

Ha te zoñj dit ; arsa, gouzoud

Petra eo “’r fagodenn“ goude toud ?

Gwir eo, sur : fagodi a rez

Ivez, fall pe vad, en da yez ;

Ya, klask ober o komz sklêr,

Nompas ober evel ma tleer.

(Kee, kee, soubl da benn, ampoezon,

Ah ! poan a rez din em halon).

MIKEAL MORIN, avad, ‘oa ‘r paotr

Evid gouzoud ober fagod.

Fagod ! me ‘vezo nao-hant vloaz...

Hap ! (adarre)... Selaouit c’hoaz,

Azezit, mar kirit, aze !

Rag ne deot ket kuit ker buan-ze.

War eul louiz aour
MORIN, a-hend-all a oa c’hoaz

Eun den gwirion mar boa biskoaz.

Eun devez, morgoae,... A ! A ! A !

Me ‘roas eul louiz aour dez’,

Da gas da di va alvokad :

Petra ‘reas-eñ nemed lakaad

Eur hoz pez aour faoz, en-devoa,

En e leh, evid kas deza’.

D’or-benn102 eun nebeud goude-ze,

War-dro poent leina, p’evel-se,

Dond Kerdalzou d’ar presbital,

Droug ennañ evid gwir ez-leal ;

(Me ‘zoñjas din, an taol kenta,

En-doa urz d’am interdisa103).



« Diboñjour deoh, aotrou ‘r Hure. »

« Ha deoh, Kerdalzou », emeve.

« Petra hoh afer da zond amañ ? »

« A-berz ar Justis ! », emezañ :

« Kaset hoh-eus, e-leh aour mad,

Eur pez aour fall, d’hoh alvokad :

Par concéquen104t en-deus jujet

Oa koulz dezañ beza laeret.



Ha c’hwi ‘zo reputett rompler....,

Laer... hag ouhpenn, faux mounizyeur105. »

« Ya, pe ‘r gounnar ! emeve :

Me ‘rank kaoud rezon euz a ze. »

Ha me kas Katell buan a-fo,

Da gemenn an Omnis homo ;

Hag eñ deredeg ken buan.

« Penaoz, emeve, artizan !

Greet hoh-eus-hu an dra-mañ-dra ?

1   2   3   4   5   6   7   8


Verilənlər bazası müəlliflik hüququ ilə müdafiə olunur ©atelim.com 2016
rəhbərliyinə müraciət