Ana səhifə

Claude-Marie Le Laé


Yüklə 141 Kb.
səhifə3/8
tarix26.06.2016
ölçüsü141 Kb.
1   2   3   4   5   6   7   8

Aon on-eus na vent enteret !


MORIN, dihunet dre ar hri,

A zifourch47 er-mêz euz e di,

En e zorn dehou eru forh spern-gwenn ;

Hag er vered, en eul lamm krenn,

Hag en akipach-se d’ar zaout !

Bazad d’an hini ‘helle kaoud,

Taol troad d’houmañ, taol forh d’honhont,

Kement ha kement ma rankjont

O hribad48 er-mêz ar vered,

Buannaoh evid ne doant antreet.

Neuze, va breur, neuze, va hoar,

‘Oe gwelet war an douar,

Saout hag o-devoa poan spered,

Saout ha ne ouient pe du trei,

Na pe da zant en em ouestli.

Ahanat, Kleuk, ahann, Pagan,

Ahanta, na war gement-mañ,

Petra hoh-eus-hu da lavared ?

La ! aon ho-poa rag Lutuned,

Ha ne gredeh ket, eme-c’hwi49,



D’ar poent-se en em hazardi...

Mad ! MIKEAL VORIN a reas deoh

Mond pep hini da vesa e vuoh.

Ar rest euz an noz da gousked.

Ha c’hoaz,tud kriz, ne ouelit ket

D’eun den ker mad, erfin d’eun den

Ken douget evid an estren50 !

Rag n’oa ket red dezañ neuze

Beza divragez evel-se

O varekaad ar berejou51,

E riskl da goueza er beziou,

P’edo an oll en o gwele,

Ker kousket hag ar vuoh koz-se,

An hini52 a glevan o rohad.

Kleved a rez ‘ta, eur wech vad,

Krapell53 goz, loudourenn ar Hi54 ?

Dihun ! Eur wech all e kouski,

En em zivorz c’hoaz eur pennad,

Ha selaou pa’h-eus daoulagad !

N’hoh eus biskoaz, tamm ahanoh55,

Soñjet er vad a eure deoh :

M’ho-pije, e vijeh touchet,

Pa welit e vez digoret.

Ne doh neemd traou desevet56

Ha m’am-bije-me soñjet,

N’ho-poa bet blevenn diouz ho saout :

Eet ‘vijen va-unan d’o haoud,

Sebeliet57 am-bije anezo,

Hag am-bije greet d’ho paro

Paea klok an interamant,

Hervez lezenn ar Parlamant,

A ro, der e arejou58 born,

Pemzeg gweneng evid pep korn,

Pa interom tud pe chatal,

(Al Lezenn ‘zo atao egal).

Gouelit ‘ta d’ho madoberer

An hini 59dre e wir nerzder

Saveteas deoh ho kerniel ;

Ha gand David en e Gentel,

Kanit da vihanna beb miz

MORIN, sicut unicornis,

Exaltavit cornu meum !

MORIN gêz, Dominus tecum !

Allaz ! ar paour-kêz ! maro eo !

Biken mui n’her gwelim en-beo.

Kant gwech bemdez e lavaran

D’am mañch60, e MIKEAL pa zoñjan,

Eo ein domaj braz d’ar Roue

Defot ne deo bet en arme :

Ra eur habiten ekselant

E vije bet sertanamant,

Hag e tougje hirio an deiz

« Voyez-vous 61», ha Kroaz sant Loiz !



Perina
Memor am-bezo da jamez

Euz ar pez a reas an devez

Ma varvas e wreg Perina,

Eur vaouezig ar jentilla.

(Eur wregig fur ha tempret-mad,

Pront o tenna, lent o lakaad,

Eur pez serviabl en eun ti,

Eur baotrez ha n’oa ket peni62

(Da lavared eo skrupuluz63),

Memez e oa karantezuz,

Fidel ohpenn d’he ozah keaz64

Evel Helen da Venalas).

Hag hen lavared ‘zo koantoh,

En em hreent, evel a ouozh,

A-barz m’oa gantañ na ganti

Meneg ebed da zimezi.

Perag ivez ne rajent ket ?

Ober mad n’eo ket divennet !

Ha n’eo ket d’añfila perlez

‘Eus roet deom eur hillog-Indez

(Da lavared eo eur galon),

An hini65, pa gomañs da zarmon,

A zesk deom..., ne oufet gwelloh...

(Goud ‘rit :) seul dostoh, seul dommoh...`

Perina eta, goude toud,

A reas toud mad en he galloud...

Mez afer den eo kement-se ?

N’oa ket gwell, goude toud ive’,

Pa n’helled ken, koll eur vertuz,

Evdi koll daou zen vertuzuz ?

Ha, m’en-divije va hreded

Per Gouër biken oa dimezet,

Ken nebeud ha me na va zad,

Na va famill a oad e oad

An hini66 n’he-deus gallet jamez

Diskenn beteg ‘r briedelez.



Hoc obiter observato !

Kontinuom ha deom atao !

(Mez lakaom choaz, p’on-eus amzer,

Perina goz war ar chantier,

Ma hellim ober eun diskenn

Ha warnezi ha war he den).

Pa edo klañv war he gwele,

He sikouras dre charite

Da velver67, pa felle dezi,

Ha sod ‘vije mired outi.

P’oa greet afer ar glañvourez,

Ha MIKEAL da zigeri ‘r bez,

Lakaad brall en e oll gleier,

Dond da zigeri ar heler68,

Reded da gerhad Perina,

Krapa enni hag he samma,

Da gaoud ar bez neuze souden,

He lañsi e-barz war he fenn,

Kana, koulz hag al Libera,

Dies iræ, dies illa,

Sacha, gand e varr, war he hein,

Eskern ha pri, douar ha mein,

Heh interi (en eur ger krenn) ;

Heb biskoaz gouela beradenn !

Neuze evid gwir, ‘oe ebat

Gweled an den-ze o labourad !

(Ha kouër diroll da hoarzin :



A ! a ! a ! a ! a ! a ! chesin69 !)

C’hoaz e c’hoarzont, an traou sorset !

Hañ ! n’eo ket eur biti70, gweled

Eur seurt noueañs, koulskoude ?

Espres emaoh-hu ganin-me,

Tud direzon, traou debordet !...

C’hoarzit, me garfe ho kweled !

Nebaon, pa hounezfeh hirra,

Ne hounezit ket kalz a dra.

List ho trouz ; me ‘n dalvezo deoh !

N’eo ket Kaour Vigot ‘zo ganeoh...

Ha te ‘glevo, ‘ta, azen korneg ?

Emberr e lezi da storlok :

Te, just an hini71 a zo aze

O tiskrognal er horn-tro-ze.

Foei ! foei ! te ‘ouel d’eur spillennig,

A golles o c’hoari toullig72...

(Ma rankan-me monc war-zu-ze

E paei ker va fasion73 din-me !)

Rag an daboulin e spontez ;

Ar zoudarded az spont ivez :

Kee ! MIKEAL n’oa ket eveldout ;

Rag ne sponte rag netra-toud !

Probatur verbi gratia.

Peoh hag atañsion74 ama’ !



MORIN, den a beoh
Mab ha mab-kaer ar Holaz-Braz

En em ziframme evel chas,

En eru jardin d’or-benn75 ar prun :

Taoliou dorn evel ar gurun,

Ar bleo a fuille dre ‘r jardin...

Ha n’oa meneg e vije fin...

Rag an daou fripon76, ha c’hwi ‘oar,

A skoe ‘vel daou zawayar77 !

« Hap ! hap ! eme VIKEAL dezo,

1   2   3   4   5   6   7   8


Verilənlər bazası müəlliflik hüququ ilə müdafiə olunur ©atelim.com 2016
rəhbərliyinə müraciət