Ana səhifə

Claude-Marie Le Laé


Yüklə 141 Kb.
səhifə2/8
tarix26.06.2016
ölçüsü141 Kb.
1   2   3   4   5   6   7   8

Omnis homo mortalis !


Gwitibunan, eo red melver...

(Pebez setañs e pevar14 ger !)

Seu-te aze, MORIN gêaz15,

Evel pa ne vezes bet biskoaz...

Bet out... Mez, allaz ! ne dout mui...

Sic transit gloria mundi.

Evesait, parrezioniz !

Deh, deh diweza, her gwelis.

Ya, deh e welis MORIN

War-dro c’hweh eur diouz ar mintin,

O pourmen goustadig

En ale euz e liorzig ;

Edo oh ober eur regal16

Gand eun trounson17 bara segal,

War b’hini18 en-devoa ledet

Eur maread kignen hed-ha-hed.

Ken degoutet19 hen debre din20

Evel ma tebrfeh eun tamm kouign,

D’or b’hini21 an amann teuzet

A gouezfe war ho pizied !...

Paz’m gwelas o vond er jardrin,

E komañsas da vousc’hoarzin :

« Ahanta, dom Yann, emezañ,



N’eo ket evel-henn eo bevañ ?

Te ‘oa drol, MORIN, koulskoude !

Te ‘ouie farsal a-zoare...

Netra, vantrebleu22, m’hen atest23,

Ar Maro n’eo ket gwreg24 onest,

Hag he hrouga groñs a ve mad,

Heb respet dezi na d’he oad...

Koz haillonez, lavar din-me,

Perag ‘lazez tud er hiz-se ?

Ra vo da reor ouz ar potañs25 !

M’hen tou, biken n az-pezo chañs.

N’eo ket eur gounnar, koulskoude,

Kaoud afer ouz ar moh-se ?

Mez sod ‘vem en em estoni,

N’eus nemed droug diouz koz gisti.

Mez, evid doned war or hiz26

D’ar paotr MORIN, parrezioniz,

Piou ‘n-dije lavaret,

M’en-divije bet e welet

O tijuni ken dibreder,

E tlevije biken melver ?

Gwir eo, sur : den n’hel lavarje !

Mez maro-mik eo koulskoude...

N’her gwelim mui jamez biken !

Pebez koll deom, pebez anken !

An efet27, m’her goulenn ouzoh,

Piou a lakay daou daol er hloh ?

Piou a zervijo ‘n overenn ?

Piou a ray toud hiviziken ?

N’eus den kapabl euz an dra-ze,

Paour-kêz MORIN, nemedout-te !

Te ‘roe ‘r bara benniget ;

Te a ree klask bep sul reglet28 ;

Te a gane, ouz al letrin,

Ispisial goude eul lomm gwin,

An “antienne29“ koulz frank, pe well

Evid Ar Rouz ezu a Gastell ;

Te da-unan a ree d’ar chas

Euz an iliz skuba er-mêz30,

Hag erfin, evid da veuli,

Te ‘oa on Omnis homo-ni
(Kouër, pa glevas kement-mañ

A zirollas : A ! A Û A ! A !)

C’hoarzit ‘ta, leueou, leueou pennfollet !

Ez eo anad oh azened :

Hennez eo leh deoh da hoarzin,

Abalamour d’eu pez latin !
AN ABID31 HAG AR MANAH
M’ho-pe ar skeud euz ar skiant32,

E resptjeh an dud savant33,

Hag eh admirjeh, gand rezon,

Ar peziou latin er sarmon...

Hag evid komañs d’ho teski,

Om-nis homo a zinifi

Eur paotr reud, hag eur paotr kapabl

Da denna eun taol mar deus mab,

Erfin eur paotr “Piou nemetañ ?“,

Eur potr n’en-deus aon rag netra,

Eur paotr a-leiz34, eur paotr dioustu,

Nompas eur zod eveldoh-hu !

Mez eur pez eo hag a zo sur

(Evid n’emañ ket er Skritur)

Neb a zo sod, a zoñj dezañ

Eo sotoh an oll evitañ.

(Diouzin, va-unan e jujan,

Ha rezon am-eus, a gredan).

Setu eno petra ‘zo kaoz

Em-eus an opinion faoz,

An hini35 ho-poa euz a VORIN,

Abalamour ma’z oa badin36,

Ha ma talhe eur basou gwenn37,

Hag eur miell kamizolenn38

War an hini39 e lakae bepred

Eur grag-veskenn ruz40 dilostet !

Mez m’am gwelfeh diouz ar mintin,

Gand eur boned (tost pikotin41)

Laset gand va charretezou42.

(En-dro d’am diskouarn o-daou).

E soñjfe deoh, ouz ar feur-ze,

N’eus ket a latin ganin-me !

Netra ! ne deo ket, tud signah43



An abid a ra ar manah :

Pe ‘vezo droug, pe ‘vezo brao,



Eur marmouz ‘zo marmouz atao.

Ergo, de facto a pari,

En despet d’ho tent ha d’ho fri,

Pa’m gwelit gand va robenn-noz,

Ha gand va botou-pren dros-dro44s,

Me n’ouzon na mui na nebeutoh

Evid pa ven gwisket bravoh.

Netra-se, n’emaoh ket ganti.

Kalz e rankot c’hoaz da gredi,

Hag evel-se va zelaouit,

Mar fell deoh tenna tamm profit !

An neb o-deus tabatierenn

A hell bremañ lakaad prizenn...

Hag hoh atañsion goude !...

Daou boent a rin, ha ken Doue45.



Poent kenta
Goude ‘r maro, peurliesa,

E vez revelet meur a dra,

Evel ma’z eo ‘n turubaillou,

Ar peziou kaer, ar marvaillou,

Greet gand tud vraz, tud a noblañs.

War gement-se, heb mond larkoh,

E livirin e daou her deoh.

Ar zaout
Añ efet, parrezioniz,

Ha c’hwi hoh-eus bet an aviz

Da reflechi ha da zoñjal

War ar pez a eure MIKEAL,

Bremañ ‘z eus eur maread bloaziou46,

Pa grogas bouillenn e lostou

Kement buoh a yoa er harter,

Ma tirolljont, heb mez ebed,

Dresit ar porrastell, er vered,

En taill da bedi sant Herbod



Da rei amann ‘leiz ar ribot.

(Mez piou ‘zo evid divinoud

Peseurt santimant o-deus saout ?)

Da vihanna, lammed a rejont,

An dour benniget a evjont,...

Ha c’hoaz meur a zizonestiz,...

Mez heñvel toud a ve iskiz.

(Ahanta, soñj a zeu deoh ?

Daouzeg vloaz ‘zo, pe war an dro !...

Rag, me ‘m-eus soñj, ‘oa an deiz-se

E oe greet foar ganin-me...)

C’hwi a grie war bouez ho penn

Evel eun arme a ezen,

M’ho kleved, da beb nebeutañ,

Tri-hant leo ront diouz ar bourk-mañ :

-Forz ! forz ! sikour ! aotrou ‘r Hure !

Savit, savit en an’ Doue !

Ar zaout ‘zo lammet er vered !

1   2   3   4   5   6   7   8


Verilənlər bazası müəlliflik hüququ ilə müdafiə olunur ©atelim.com 2016
rəhbərliyinə müraciət